- Голоса:
- Смотри также:
Nolwenn Leroy - Текст песни Karantez vro
E korn va c'halon zo ur gleizenn
'Baoe va yaouankiz he dougan
Rak siwazh, an hini a garen
Na gare ket 'r pezh a garan
Eñ na gare nemet ar c'hêrioù
Ar morioù bras, ar Broioù pell
Ha me ne garan 'met ar maezioù
Maezioù ken kaer va Breizh-Izel ! Ret 'voe dibab 'tre div garantez
Karantez-vro, karantez den
D'am bro am eus gouestlet va buhez
Ha lez't da vont 'n hini 'garenNolwenn Leroy - Karantez vro - http://ru.motolyrics.com/nolwenn-leroy/karantez-vro-lyrics.html
Biskoazh abaoe n'am eus en gwelet
Biskoazh klevet keloù outañ
Ur gleizhenn em c'halon zo chomet
Pa 'gare ket 'r pezh a garan. Pep den a dle heuilh e Donkadur
Honnezh eo lezenn ar Bed-mañ
Gwasket 'voe va c'halon a-dra-sur
Pa 'gare ket 'r pezh a garan
Dezhañ pinvidigezh, enorioù
Din-me paourentez ha dispriz
Met 'drokfen ket evit teñzorioù
Va Bro, va Yezh ha va Frankiz !